Ul lezenn nevez evit ma vo rentet ar madoù preizhet gant Frañs d'ar broioù bet laeret
Ur raktres lezenn-stern evit rentañ ar madoù sevenadurel a zo bet laeret gant Frañs a vo kinniget er Sened e miz Gwengolo. Daoust da brezegenn Emmanuel Marcon e 2017 e Ouagadougou e Burkina Faso hag d'an danevell Savoy-Sarr ar bloazh goude, ez eus bet restaolet nebeud a vadoù sevendaurel 'vit poent d’ar broioù bet trevadennet. Dec’h e oa bet kinniget ar raktres lezenn-stern mañ e kuzul ar vinistred. Displegadennoù gant Bleuenn Al Lae.